Brezhoneg ar zizhun N° 7

Tostaat a r’amp d’a Ouel Yann ! À l’approche de la Saint-Jean

Pa gana ar goukou da Ouel-Yann,

Chomma pell an ed war e dramm.

Quand chante le coucou à la Saint Jean,

le blé reste longtemps en tas. ( Ce qui veut dire qu’il fera mauvais temps à la période des moissons !).

Geriadur / Vocabulaire

Kan; Kanañ; Kano = Chant; Chanter.

Ce proverbe vient du pays Vañch, influencé par le Vannetais d’ou Kana, pour Kan; Chomma, pour a chomm

Gouel = Fête; Gouel Yann; Fête de St Jean (24 Juin bien sur)

Chomm = rester

Pell = Longtemps, dans la durée

Ed = Céréales; Blé. On dira Ed (t)du, ou Gwinis (t)du,  pour le blé noir, qui n’est pas une céréale comme chacun le sait. Gwinis pour le blé.

Dramm = Javelle

Vous connaissez des proverbes, dictons, recettes ou autres rituels liés aux Fêtes de la St Jean. Merci de nous les faire partager en laissant vos commentaires sur ce blog.

Réponses:

Je n’ai pas changé, je n’ai pas de balance.
A la St Jean le soleil étale le reste de son or sur un champ de blé.
Un taureau peut faire la monte à partir d’un an;à cinq ou six ans, il est déjà ou trop lourd ou trop méchant. Sa carrière est finie.

Monsieur Emmanuel

Autre – Un all:

Ar Vreizhiz  a zo troet d’ober goap eus o nesañ, ha sevel a reont rimadelloù ha kanaouennoù a bep seurt diwar-benn o ferzhioù fall. Anavezet mat eo al lavarenn diwar-benn merc’hed Poullaouenn, ar rimadelloù diwar-benn merc’hed Rekourañs ha merc’hed Rostren, ar c’hanaouennoù goapaüs diwar-benn ar Bigoudenned (“Bez’ ‘po, bez’ ‘po ket…”) ha d.-b. gwazhed ‘zo (Julig ar Ververo, a lakae e wreg da bilat lann gant he zreid noazh, hag ar peden a lavar d’e zanvez mamm-gaer “Boñjour bonn’ femm’, roy ho merc’h din / Ne vo ket maleürus ganin”, pa n’eus anezhañ nemet ul lonker jistr ha gwin-ardant).  Ar pezh a gas da soñj din eus ur ganaouenn divyezhek d.-b. planedenn druezus ar plac’h dimezet gant ul lonker: klevet am eus ar ganaouenn-se e dibenn ur peurzorn er C’hastell-Nevez, ha neblec’h n’em  eus gwelet meneg anezhi abaoe. Ar pozioù da heul a zo chomet em eñvor:”Et maintenant que je suis mariée (d.w.), / J’ai mes petits enfants à soigner / Ha ! pa oan plac’h yaouank / Plijadur vras am boa / Pa oan d’an oad a driwec’h vloaz // J’ai mes petits enfants à soigner (d.w.) / Et mon ivrogne à aller chercher/ Ha ! pa oan plac’h yaouank…’’. Klevet am eus traoùigoù all ha n’em eus gwelet meneg ebet anezho kennebeud. Eus un den anvet Berrec’har: e veze lavaret gant ar c’homerezed “Berr e c’harr, berr e c’houg, / Berr partoud.” (hag aet e oant da welet? Kit da c’houzout!). Ha peogwir e oa “Reun” va anv-bihan e veze huchet warnon gant paotred koshoc’h egedon (ne oan nemet pemp bloaz d’ar mare-se) : « Reun / Pochon greun / Pochon kerc’h / Toud ar merc’hed koant a c’haloup war e lerc’h”. Ur vezh hag un dismegañs evit ur paotrig a bemp bloaz: dija: ha soñjal a rae ar baotred-se e plijfe din bezañ moumounet gant merc’hed? Talvezout e vefe dezho… kerkent hag e vefe deut nerzh awalc’h din em divvrec’h hag em divc’har, anat eo!

2 Réponses to “Brezhoneg ar zizhun N° 7”

  1. Zulian Says:

    Zant Youenn, Zant Yann
    Leiz ma ribod ag amann,
    Hag ur bannik bihan a laez
    Evit aluzenn d’ar paour-kaez.

    Pa deu Gouel Yann
    A timinu al laez hag an amann.

    da Houel Yann
    ‘c’h ey ar goukou d’al lann.

    Pa vez gwellet un aval e-kerzh Gouel Yann
    E-kerzh Gouel Mikael e vez gwellet kant.

    Nedelek ha Gouel Yann,
    a laka ar pred (ar vlé) etre diou rann.

  2. Paotr Binig Says:

    ‘Vez ket klewet ar goukoug o kanañ diwich goude gouel Yann !

Laisser un commentaire

Entrez vos coordonnées ci-dessous ou cliquez sur une icône pour vous connecter:

Logo WordPress.com

Vous commentez à l'aide de votre compte WordPress.com. Déconnexion / Changer )

Image Twitter

Vous commentez à l'aide de votre compte Twitter. Déconnexion / Changer )

Photo Facebook

Vous commentez à l'aide de votre compte Facebook. Déconnexion / Changer )

Photo Google+

Vous commentez à l'aide de votre compte Google+. Déconnexion / Changer )

Connexion à %s


%d blogueurs aiment cette page :